Sevenadur, Stad dizalc’h, gouezeleg, kleweled : emgav gant Linda Fabiani, Ministrez ar Sevenadur e Bro-Skos
September 23rd, 2007 by EuropaUr weladenn en Oriant he doa graet an Itron Linda Fabiani e penn-kentañ miz Eost, pedet ma oa bet gant Gouelioù Etrekeltiek an Oriant pa oa Bro-Skos a oa lakaet en a-raok er bloaz-mañ, a-drugarez d’ur stand bras-meurbet ha birvilh ennañ e-pad an dek deiz, hag ivez en abadennoù a oa kinniget a-hed ar gouelioù. Ministrez ar Sevenadur hag Aferioù Europa eo honnezh e gouarnamant Alex Salmond, penn bras ar Scottish National Party hag a stourm evit ma vo dizalc’h Bro-Skos. Tro he deus bet da lakaat ar gaoz war sujedoù a bep seurt evel ar sevenadur, ar politik pe c’hoazh, an darempredoù etre Breizh hag he broad… [Agence Bretagne Press]
Posted in Brezhoneg | No Comments »